An Hani A Garan

An hani a garan, gwechall bihan er gêr
Pa oamp tostik an eil, an eil ouzh egile
Ma ch'alon ne gare, ne gare nemet unan
Pa oan bihan er gêr an hini a garan

An hani a garan, gwezharall ma ch'are
Kanañ a rae pa ganen, pa ouelen e ouele
Hon div galon ne raent, ne raent nemed unan
Pa oan bihan er gêr an hini a garan

An hani a garan, bremañ, he deus ma laosket
Aet eo da broioù pell, d'ur vro n'anavezan ket
Aet eo d'ar broioù pell, da c'hounit he bara
Kollet, kollet eo din an hini a garan

D'an hani a garan, ne ran nemet hirvoudiñ
Penaos, ken pell diouti, e ch'ellin-me beviñ?
Met petra a lavaran-me ? Turlebaniñ a ran
Dre hir soñjal atav en hini a garan

D'an hani a garan, mar kollan-me ma fenn
Evnedigoù ar c'hoad, kanit c'hwi ho kanenn
Evned, kanit er c'hoad kanit kenti-kentañ

D'an hani a garan, ne ran nemet huanadiñ
Huanadiñ noz ha deiz, deiz ha noz hirvoudiñ
Rak-se em eus savet ha rak-se e kanan
Kanennig ma c'halon d'an hini a garan

Trivia about the song An Hani A Garan by Alan Stivell

When was the song “An Hani A Garan” released by Alan Stivell?
The song An Hani A Garan was released in 1973, on the album “Chemins de terre”.

Most popular songs of Alan Stivell

Other artists of Axé