Lidkerzh an anaon

Goloet gant ar vorlusenn hag en
Ur dremen hebiou lidkerzh an anaon
Neuze e sav tro dro deomp ur c'hlemgann bras
Daouarn skarn o krapañ war vourzh
Ha klevet a reomp bepred
Ur c'hlemvan a lak hon daoulin da blegañ
Ar vag a zo o vont d'ar strad tamm ha tamm
Ha padal ne z'eus ket dour-beuz enni
Dilusk sac'het don e-touez ar re varv
Hor roeñvoù fuilhet e-barzh ar bezhin-torr stank
Blev ar merc'het beuzet
Hag o c'horfoù o vont gant red an dour
Gedal a refont ar c'horfou marv en ifern bae an anaon
Neuze e sav tro dro deomp ur c'hlemgann bras
Daouarn skarn o krapañ war vourzh
Ha klevet a reomp bepred
Ur c'hlemvan a lak hon daoulin da blegañ
Lidkerzh an anaon

Trivia about the song Lidkerzh an anaon by Belenos

When was the song “Lidkerzh an anaon” released by Belenos?
The song Lidkerzh an anaon was released in 2016, on the album “Kornôg”.

Most popular songs of Belenos

Other artists of Heavy metal music