Mizioù du
[Kentañ strofad]
E serr an noz
Speredoù troidell
Heklev en avel
Hiraezh divent
Son veuziñ er bed
O voudal bepred
[Diskan]
Un deiz 'teuy soñj din deus ton orin ar bed ?
Hag e tamwelin ar spi war gribenn ma enkrez ?
Un deiz 'teuio an nevez-amzer
Er glazvez 'kavin ma liv karet
Kanañ a-unvan gant ar golvaned
Ha stoliañ 'maez ma gwallsoñjoù foll
[Eil strofad]
Pigos ar glav
O tiruilhañ en noz :
Taboulin brezhon
Er seizh avel
Stlabezet eo va feiz
Er goañv didermen
[Diskan]
Un deiz 'teuy soñj din deus ton orin ar bed ?
Hag e tamwelin ar spi war gribenn ma enkrez ?
Un deiz 'teuio an nevez-amzer
Er glazvez 'kavin ma liv karet
Kanañ a-unvan gant ar golvaned
Ha stoliañ 'maez ma gwallsoñjoù foll
Un deiz 'teuio an nevez-amzer
Er glazvez 'kavin ma liv karet
Kanañ a-unvan gant ar golvaned
Ha stoliañ 'maez ma gwallsoñjoù foll
[Klozadur]
Un deiz 'teuio an nevez-amzer
Er glazvez 'kavin ma liv karet
Kanañ a-unvan gant ar golvaned
Ha stoliañ 'maez ma gwallsoñjoù foll
'Teuio un amzer nevez
Er glazvez 'kavin ma liv karet
Kanañ a-unvan gant ar golvaned
'Benn disoñjal ma devezhioù kollet
O gwallsoñjoù foll