Gwerz Dom Yann Derrian
Dom Yann Derrian 'zo bet spontet
Evit an nojoù tremenet
Posub vehe an drouk spered
E sell deuzin, pa ven kousket ?
Dom Yann Derrian, na spontet ket
Na n’on na diaoul, na drouk spered
Nemet ar vamm, 'n eus ho kanet
A zo en poenioù braz dalc'het
Pe oen ma mab deus ho kani
Me a m’oe graet tri bromesi
D'ar Wir zikour, ha d'ar Yaoudet
Ha da zant Jakez beniget
Ha da zant Jakez an Turki
Hir e' an hent, pell e' mont dezhi
Seizh sort langaj da barlanti
Pemp kant skoued e' ar broveni
Dom Yann Derrian a lavare
D'e dadig paour un de' a oe :
Ma zadig paour ma’ ma c’haret
Un tamm arc'hant din a roihet
Un tamm arc’hant din a roihet
'Vit un veaj 'm eus prometet
Evit un anaoun desedet
Din me 'oe mamm ha dac’h pried
E c'hoer Vari, pe n'hen klevas
Promptement dezhañ respontas :
B'omañ pe m'omp ho peleget
C'hwi na rit ket ken 'met ridek
Ma c'hoer Vari, n'hen laret ket
'N andred ar vamm 'n eus hom ganet
'N andred ar vamm 'n eus hom ganet
A zo en poenioù braz dalc'het
Ma c'hoer Vari, ma' ma c'haret
Ur gwign din me a boezihet
Ma' n'he voezet, poezet he mat
War ar mor a yay da wakaat
Dom Yann Derrian a lavare
Toull porzh e dad un de' a oe :
Otroù zant Jakez an Turki
Reit din ar c'hraz da vont d'ho ti
Reit din ar c'hraz da vont d'ho ti
Ur ch'aer a brof me rey dac'h c'hwi
Ur c'halis aour, onon arc'hant
Un tred balom deuz hen dougen
- Ma' m'e bet dour en ur werenn
Ur banac'h gwinn er grogilhenn
Ur banac'h gwinn er grogilhenn
Onon da respont m'overenn
'Oe ket e c'her peurlavaret
Ur banac'h dour 'oe 'n' em rantet
Ur banac'h dour en werenn
Ur banac'h gwinn er grogilhenn
Ha teir over'nn an eus laret
Ha tri ene, 'n eus delivret
Ene e dad, ene e vamm
Ive' e ene e unan
- Otroù zant Jakez an Turki
Reit din ar c'hras da vont d'am zi
Reit din ar c'hras da vont d'am zi
'El ec'h on me deit d'ho hani
E c'hoer Vari, pe hen gwelas
Gant ur zervietenn c'hlaz e t'as
Gant ur zervietenn c'hlaz e t'as
Da dorcho dezhañ e bizaj
Ma c'hoer Vari, ma' ma c'haret
En hañ Doue, ma zorchet ket
En hañ Doue, ma zorchet ket
Gliz ar maro a dorchihet