Ton kentañ : Nozezh kentañ ma eured

Traditional

Doue da gonjolo ur galon glac'haret
'Vel kalon ur plac'h yaouank noz kentañ he eured

Nozezh kentañ ma eured, me 'oe tapet nec'het
Me c'houll'ez digant mamm gaer da blec'h 'c'hemp da gousket ?

- 'Barzh ar gwele lost an ti, 'zo dac'h c'hwi preparet
Na ma merc'h Chanig ha c'hwi, 'c'hiet aze da gousket

'Barzh ar gwele koet kanoù, bordet a dantelez
Ti-greiz da div linsel voan, konjoliñ ma mestrez

Hag un aval oranje e pep korn ar gwele
Hag ur rosignol bihan, war al lein e kane

_ Kanet, kanet, rosignol, lavaret din ho son
'Vit ma kousko an otroù 'ba' kichen an itron

'Met vachet e' an otroù, c'hoa'i 'ra e goll bôtr
Hag gant un tenn pistolet, 'n eus direret ar ribot

Kondaounet e' an otroù, da vont d'ar vonderi
Da glask ur ribot neve', ba plas e gozh hani

Trivia about the song Ton kentañ : Nozezh kentañ ma eured by Yann-Fañch Kemener

Who composed the song “Ton kentañ : Nozezh kentañ ma eured” by Yann-Fañch Kemener?
The song “Ton kentañ : Nozezh kentañ ma eured” by Yann-Fañch Kemener was composed by Traditional.

Most popular songs of Yann-Fañch Kemener

Other artists of Celtic music