Marivonig an Dourduff
D'ar bemp war'n ugent a viz du
'Tiskennas ar Saozon en Dourduff
'Tiskennas ar Saozon en Dourduff
'Barzh an Dourduff a zo diskennet
Ur plac'h yaouank o deus laeret
Ur plac'h yaouank o deus laeret
Laeret o deus ur plac'hig koant
Da gas gante d'o batimant
Da gas gante d'o batimant
Marivonig eo hec'hh anv
Ha ginidig eo a Blougasnou
Ha ginidig eo a Blougasnou
Marivonig a lavare
'Biou porzh he zad a dremene
'Biou porzh he zad a dremene
cdieu ma mamm adieu ma zad
Biken n'ho kwel ma daoulagad
Biken n'ho kwel ma daoulagad
cdieu kerent ha mignoned
Biken n'ho kwelin war ar bed
Biken n'ho kwelin war ar bed
cr varivonig a ouele
Na gave den d'he c'honsole
Ha na gave den d'he c'honsole
Marivonig no ouelit ket
'vit ho puhé na gollit ket
Met ho enor na laran ket
Ur pesk bihan deus foñs ar mor
'Sav Marivon war c'hore an dour
'Sav Marivon war c'hore an dour
Ur bar avel a zo savet
Toull porzh he zad n'eus he c'haset
Toull porzh he zad n'eus he c'haset